Fellout a ra deoc’h krouiñ t-shirtoù, polooù pe jakezoù e livioù ho kevredigezh pe ho embregerezh ? Profitit eus barregezh STERED !
Ober a reomp war-dro ho raktres gwiadoù eus A da Z, eus ar c'hrouiñ dilhad d'ar c'henderc'hañ en hor stalioù.
Pe e vefe evit ur festival, un abadenn sport, pe evit kreñvaat kevredigezh ar skipailhoù pe evit kadarnaat identelezh ho merk pe ho embregerezh, ur gwiskamant personelaet kaer a ziskouez ho personelezh eo an ostilh kemennadenn dereat !
DILHAD EN HO LIVIOÙ HA KEMENNET DIWAR HO EZOMOÙ
Arbennigourien war ar sevel gwiadoù abaoe tost 10 vloaz, emaomp o tiorren ar merk breizhat STERED gant youl vat.
Gant hor barregezh e kinnigomp ivez hor barregezh d'an embregerezhioù ha d'ar c'hevredigezhioù dre grouiñ gwiskamantoù, t-shirtoù pe kement seurt dilhad pe dafar a glot gant o skeudenn.
Diwall a reomp ouzh an holl ezhommoù hag evit an holl seurt abadennoù.
KALITE
Engouestlet-kenañ e kalite ar gwiadoù, ar c'houzougoù, an troc'hoù hag ar pratikoù dilhad, e skoazellomp pep kliant en e raktres gwiad, o klask kinnig ur rummad a-feson d'e ezhommoù ha d'e budjed.
DEUIT DA GANOMP
Kit e darempred ganeomp evit kaout ur priz evit urzhioù 50 pezh pe muioc'h. Kasit ur postel deomp da : confection@stered.eu
Respont a raimp d'ho holl c'houlennoù !
