Fabrication bretonne


Hor sez, hag a oa e Roazhon en deroù, a oa bet kaset da Plougouvelen (56) e 2021, d’un ti hag a zere muioc’h ouzh diorren obererezh an embregerezh.
E Breizh eta e vez treset hon holl batromoù, e vez choazet al livioù hag e vez danzeet an dastumadoù. Gant hor skipailhoù e vez evezhiet ent strizh an urzhiadoù hag ar rouedadoù produiñ en atalieroù da c’houde.

Choazet hon eus labourat gant embregerezhioù nes ha mestroniañ ar chadenn fardañ evit bezañ gouest da ginnig ar pep gwellañ deoc’h.
An holl bazennoù labour evit fardañ dilhad, eus choaz ar peurgempennadurioù hag an danvezioù da stammerezh ar mailh, al livañ, an troc’hañ, betek ar sevel er fin, a vez graet evel-se gant hon atalieroù e Breizh hag ivez e Portugal, da lavaret eo e vezont fardet penn-da-benn en Europa.


Hon engouestl

Diwallerezh an endro, ar pouezus m’eo produiñ an tostañ ar gwellañ d’al lec’h beveziñ hag ivez klask un diorroadur evit mad an holl a zo traoù a bouez omp troet ganto ha gant-se omp bet kaset da broduiñ hon holl zilhad en Europa (Portugal ha Breizh).
An holl atalieroù a labouromp ganto zo testeniet OEKO-TEX* ha doujañ a reont da reoladoù evit an endro hag a zo kalz strishoc’h eget ar reoladoù skoueriek e talvoud en Europa.

Krediñ a reomp eo pouezus kenlabourat gant embregerezhioù ha n’int ket re vras ; an holl argerzhad fardañ a vez kaset da benn gant artizaned arroutet-mat hag a vestroni peurvat ar chemet evit fardañ dilhad prest da wiskañ.

Pa brenit hor produioù e sikourit da wareziñ implijoù tud a-vicher hag ar chemet eus ar vro ivez.

Ma n’anavezit ket c’hoazh hon tee-shirtoù, hor poloioù, hor sweat-shirtoù pe hor chupennoù e pedomp ac’hanoc’h da sellet ouzh hor 200 patrom ha da arnodiñ ar galite anezho. Roit ‘ta hoc’h ali deomp ha kit e darempred gant hor servij pratikoù evit kement goulenn a sell ouzh hor merk pe hor produioù.

* Ar standard OEKO-TEX a warant d’ar vevezerien ul live surentez uhel war ar produioù hag ivez reoladoù strizh a-fet gwareziñ an endro (evit a sell an implij eus an danvezioù kimiek, ar produioù livus ha kement zo). Dezverkoù ar stantard-mañ a ya pell en tu-hont d’ar roadennoù e talvoud e Frañs hag en estrenvro.

Slide background